• [^] # Re: Allons enfants de la Patrie (3... 4)

    Posté par . En réponse au journal Des hontes au logi !. Évalué à 0.

    Ni Breizhig a galon, karomp hon gwir vro
    Brudet eo an Arvor dre ar Bed tro-dro
    Dispont e kreiz ar brezel, hon tadoù ken mad
    A skuilhas eviti o gwad


    A Breizh, ma bro, me ’gar ma bro
    Tra ma vo ’r mor ’vel mur ’n he zro
    Ra vezo digabestr ma bro


    Breizh, douar a sent Kohz, douar ar Varzhed
    N’eus bro-all a garan kement ’barzh ar bed
    Pep menez, pep traonienn d’am c’halon ’zo ker
    Enno ’kousk meur a vreizhad ter


    A Breizh, ma bro, me ’gar ma bro
    Tra ma vo ’r mor ’vel mur ’n he zro
    Ra vezo digabestr ma bro
    Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreñv
    N’eus popl ken lalonek a-zindan an neñv
    Gwerz trist, son didius a ziwan eno
    O ! pegen kaer ez out, ma bro


    A Breizh, ma bro, me ’gar ma bro
    Tra ma vo ’r mor ’vel mur ’n he zro
    Ra vezo digabestr ma bro


    Mard eo bet tre’chet Breizh er brezelioù bras
    He yezh a zo bepred ken bev ha biskoash
    He c’halon a lamm c’hoazh ’n he c’hreiz
    Dihunet out bremañ, ma Breizh



    A Breizh, ma bro, me ’gar ma bro
    Tra ma vo ’r mor ’vel mur ’n he zro
    Ra vezo digabestr ma bro