Jump to content
Wikimedia Meta-Wiki

Meta:Interlanguage links/br

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
This page is a translated version of the page Meta:Interlanguage links and the translation is 0% complete.
Outdated translations are marked like this.
Historical
This page is kept for historical interest. Any policies mentioned may be obsolete.
These guidelines have been replaced with new internationalization guidelines.

For links between language wikis and between different wiki projects see Help:Interwiki linking .

Mat e vefe da bajennoù pennañ Meta bezañ troet e yezhoù pennañ Wikipedia hag e yezhoù pennañ ar bed (evel an arabeg) n'emaint ket a-walc'h war wel e-touez kumuniezh WP. Ezhomm zo reiñ an dorn evit kas ar pajennoù brezhonek war-raok ivez evel-just. Bec'h d'an treiñ !

Krouiñ troidigezhioù evit ur bajenn a-bezh

A-benn treiñ ur bajenn glok war Meta, e ranker da gentañ treiñ an titl anezhi. M'eo heñvel an titl en div yezh, ouzhpennit anv ar yezh a droit daveti. Da skouer, m'eo Internet anv orin ar pennad saoznek a droit e c'hallit krouiñ Internet_(brezhoneg). Gallout a rit ivez degas kemm er pennad orin evel-mañ : Internet_(english)... E krec'h pep pajenn, ouzhpennit ur roll liammoù bihan war-zu troidigezhioù all ar bajenn, a-benn hizivaat (pe grouiñ pa n'eus ket c'hoazh) ur patrom evel {{VoyageMultiLingual}} en ur implijout al liamm Template:VoyageMultiLingual

Next, create each translation as a subpage, named with a lowercase ISO-639 language code (for example, Special:MyLanguage/Wikimedia language code for the French translation). If there is no ISO-639 code, use a language sub tag if available; otherwise, make one up with the language subtag syntax.

Merkañ ur pennad dave

Mat eo kaout un doare hepken hizivaet ingal; dre vras, pa rankit talañ ouzh ur roll roadennoù, klaskit mirout ar roll-se war ur bajenn hepken (troit peurrest ar bajenn ha lakait ul liamm a adkas da roll ar bajenn gentañ). Ar pep gwellañ, ma n'emaoc'h ket e soñj mirout pe ouzhpennañ lodennoù e danvez orin ar bajenn droet, eo lakaat ur c'hemenn e krec'h ar bajenn droet a resisa eo bet lakaet mat enni an titouroù nevesañ "original page".

Talvoudus eo ivez kregiñ gant troidigezhioù ha pa ne vefe ket mestroniet mat ganeoc'h ar yezh a droit daveti. Sellit ouzh roll an droourien (translators) m'hoc'h eus ezhomm da vezañ skoazellet.

Guidelines

Krogit gant troidigezhioù bihan war ar bajenn

Evit poent, dre ma'z eus kalz a draoù da dreiñ, e c'hallit tremen gant treiñ ur varrenn-led liesyezhek a seurt gant an hini zo war ar bajenn-mañ evit ar pennadoù oc'h dedennet ganto. Kemerit ur roll pennadoù ennañ ur frazenn bennak ha troit-eñ e yezhoù all. Gallout a rit implijout Babelfish d'ho skoazellañ. Se a c'hallo sikour tud all da gavout ar pajennoù a fell dezho gwelet troet hag e tegaso da soñj d'ar weladennerien Meta ez eo ur wiki liesyezhek.

Grit ur patrom war bajenn evit ar roll troidigezhioù-mañ a-benn implijout dalc'hmat an hevelep barrenn-led liesyezhek evit pep pajenn troet. Sellit ouzh ar bajenn hag ouzh Template:News evit kaout skouerioù.

Pajennoù klok o zroidigezh

Bras eo an niver a bajennoù kozh bet troet da vat, hep ar framm-mañ avat. Ma anavezit lod anezho, ouzhpennit anezho er roll-mañ.

AltStyle によって変換されたページ (->オリジナル) /