Breton Version
Embannet gant ar Broadou-Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948
--O vezañ ma'z eo war anaout an dellezegezh enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus eo diazezet ar frankiz, ar reizhded hag ar peoc'h,
_ o vezañ ma'z eo war dizanaout ha dismegañsiñ gwirioù mab-den eo bet ganet an aktoù a varbariezh a sav koustiañs mab-den en o enep, ha ma'z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo ennañ gant an dud frankiz da gomz ha da grediñ, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhelañ mab-den,
--o vezañ ma'z eo ret-holl diwall gwirioù mabden gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d'en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezhañ,
--o vezañ ma'z eo ret-holl kas war-raok an darempredoù a vignoniezh etre ar broadoù,
--o vezañ ma'z eo bet embannet adarre er Garta gant pobloù ar Broadoù-Unanet o feiz e gwirioù diazez mab-den, e dellezegezh ha talvoudegezh mab-den, e parded ar baotred hag ar merc'hed en o gwirioù, ha ma'z eo bet disklêriet ganto e oant mennet da gas war-raok an diorroadur kevredigezhel ha da wellaat an aozioù-buhez en ur frankiz vrasoc'h,
--o vezañ ma'z eo bet gouestlet gant ar Stadoù-Ezel diogeliñ, gant kenlabour Aozadur ar Broadoù-Unanet, an doujañs hollvedel ha gwirion ouzh gwirioù mab-den hag ar frankizioù pennan,
--hago vezañ ma'z eo a bouez bras kengompren ar gwirioù hag ar frankizioù-mañ a-benn seveniñ ar gouestl,
evel uhelvennad boutin da vezañ diraezet gant an holl bobloù hag an holl vroadoù, d'an holl dud hag ensavadurioù, gant an Disklêriadur-mañ atav en o freder, da lakaat kreskiñ dre ar c'helenn hag an deskadurezh, an doujans ouzh ar gwirioù ha frankizioù-mañ, d'o lakaat da vezañ anavezet ha sevenet tamm-ha-tamm da vat hag e pep lec'h, dre ziarbennoù broadel hag etrevroadel, koulz e-touez pobloù ar Stadoù-Ezel hag e-touez ar re zo war zouaroù dindan o lezennoù.
Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.
Da bep hini eo an holl wirioù ha frankizioù embannet en disklêriadur-mañ, hep ket a ziforc'h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c'hanedigezh pe a natur all.
Ouzhpenn-se ne vo graet diforc'h ebet hervez statud politikel, lezennel pe etrevroadel, arvro pe an dachenn-vro emañ an den dindan he lezenn, pe dizalc'h pe dindan verezeh e ve, diemren pe bevennet hec'h aotrouniezh en ur stumm bennak.
Gwir a zo gant pep hini d'ar vuhez, d'ar frankiz, ha d'an diogelroez evitañ.
Ne vo dalc'het den er sklaverezh nag er sujidigezh; berzet e vo kement stumm a sklaverezh hag a werzhañ-sklaved.
Ne vo lakaet den da c'houzañv ar jahinerezh, na doareoù pe kastizoù kriz ha didruez.
Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec'h.
Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da vezañ diwallet ganti. Holl o deus gwir da vezañ diwallet heñvel diouzh kement gwallziforc'h a dorrfe an Disklêriadur-mañ ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc'hioù.
Pep hini en deus gwir da gaout digoll gwirion dirak lezioù-barn broadel kenveliek evit oberoù o dije torret ar gwirioù diazez anavezet dezhañ gant ar Vonreizh pa al lezenn.
Den ebet ne vo harzet, bac'het pe harluet diouzh c'hoant.
Ur gwir par da hini ar re all a zo gant pep hini da vezañ klevet dirak an holl ha gant reizhded gant ul lez-varn dizalc'h ha neptu, dezhi da dermenañ e wirioù ha dleadoù hag an tamalloù graet dezhañ.
Den ebet ne vo emellet diouzh c'hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.
Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar soñj, ar goustiañs hag ar relijion; er gwir-mañ emañ ivez ar frankiz da gemmañ e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskuliañ e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c'helenn, an oberoù, an azeulerezh pe al liderezh.
Pep hini en deus gwir d'ar frankiz d'ober e veno ha d'en disklêriañ, da lavarout eo gwir da chom hep bezañ trubuilhet en abeg d'e vennozhioù, gwir da glask, da resev ha da skignañ keleier ha mennozhioù, dre n'eus forzh pe zoare disklêriañ, hep teurel pled ouzh an harzoù.
Pep den, evel ezel eus ar gevredigezh, en deus gwir d'ar c'hedskor ha da gaout e walc'h eus ar gwirioù armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel en deus ezhomm evit e zellezegezh ha diorroadur dinask e bersonelezh a-drugarez d'ar strivadeg vroadel ha d'ar c'henlabour etrevroadel, en ur zerc'hel kont eus aozadur ha pinvidigezh ar vro.
Pep hini en deus gwir da ziskuizhañ ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakañsoù mareadek paeet.
Pep hini en deus gwir e renfe un urzh kevredigezhel hag etrevroadel a c'hellfe bezañ peursevenet enni ar gwirioù ha frankizioù embannet en Disklêriadur-mañ.
Pennad ebet eus an Disklêriadur-mañ ne c'hello bezañ komprenet evel pa rofe gwir d'ur Stad, d'ur strollad pe d'un den, da ober pe klask ober traoù abenn distrujañ ar gwirioù hag ar frankizioù embannet amañ.
Name
Breton
Total Speakers
500,000 (1989)
Usage by Country
Officially Recognized Language: Official recognition in France as a regional language
Background
It belongs to the Indo-European family, Celtic group, Brythonic subgroup and is spoken by nearly 500,000 people, chiefly in Brittany (France), the peninsula of westernmost France lying between the Channel and the Bay of Biscay. It is the only Celtic language spoken on the European continent, having been brought from Cornwall and South Wales in the 5th and 6th centuries by Britons fleeing from Saxon invaders. The main varieties are Cornouaillais, Léonard, Trégorrois and Vanntais. Some claim to be monolingual in Breton. As all other Celtic languages (e.g. Cornish, Welsh, Irish), a characteristic distinguishing it from other Indo-European linguistic groups is the loss of the original Indo-European sound "p". Its rules of pronunciation are extremely complicated, as the spelling generally does not correspond to the pronunciation. Like all modern Celtic languages it uses the Latin script.